en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Awel Em Fenn - Merc'her 3 a viz Mezheven

Awel Em Fenn - Merc'her 3 a viz Mezheven

Hiniv eh omp e kompagnunezh Alan, stajiad a skol an emsav e Roezhon!

C'hwi glevey Tangi Jehanno ag ar c'henstrollad Klamm é konz a-ziar an aperoioù Klamm, ur fest a veaj dre vro an Alré durant an hañv: moian vo monet da selaou doc'h sonadegoù digoust un tammig pep lec'h er vro-se! Kerzhit da welet o lec'hienn ma faot deoc'h gouiet hiroc'h: https://www.klam-records.net/aperos-klam

Modarall e tispleg Alan Goulven an alerjioù, hag a vez stank er c'hours-mañ ag ar blé. Kendalc'het e vo ar gaoz get Dominig Allain e pennad-kaoz ar sizhun, ha Metig Jakez-Vargas a lenn ar c'heleier.

Abadenn kaset get Emrys

Avel em fenn

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio